Mont d’an endalc’had

Eil Triumvirelezh

Eus Wikipedia
Octavius
Pezh aour roman eus ar bloaz 41 (kent JK) warnañ penn Mark Anton (a-gleiz) hag Oktav (a-zehou), an danvez impalaer Augustus, hag o lidañ an eil triumvirelezh etrezo ha Lepid (Lepidus).

Goude drouklazh Caesar da Idoù Meurzh (a oa d'ar 15 a viz Meurzh 44 kent JK) ec'h adkrogas ar brezel diabarzh e Roma.
An eil triumvirelezh (gwelout ar pennad Triumvirelezh kentañ) a zo un emglev politikel etre Marcus Antonius (Mark Anton), konsul er bloavezh -44, ha letanant kozh da g-Caesar, Lepidus (Lepid), mestr kozh war varc'hegiezh Caesar, hag Octavius (Oktav), a vo an impalaer Augustus, niz hag advab da g-Caius Julius Caesar.

Siellet eo an emglev-mañ evit 5 bloaz e Bologna e miz Du 43 kent JK diwar lusk Antonius ha Lepidus. An emglev a ziskouez unaniezh diskennidi bolitikel Caesar a-dal d'ar Sened roman ha d'ar republikaned, dalc'hidi muntrerien an diktatour.

E-kerzh diviz Bologna e voe rannet gouarnamant ar proviñsoù hag al lejionoù etrezo. Afrika, Sikilia ha Sardigna mui 20 lejion a rastell Octavius. Galia vlevek, Galia Cisalpina hag 20 lejion a resevo Antonius. Lepidus a gemero Galia Narbonensis, proviñsoù Iberia ha 3 lejion. Chom a ra Italia dirann.

Embannet e vez ivez gant an driumvirelourien roll o ennebourien, a zo o madoù lamet diouto, hag a c'hell bout lakaet d'ar marv hep bout barnet. Hervez skouer Sylla e reont heskinerezhioù spontus a zo Cicero o gouzañver brudetañ. Embannet e voe ur roll kentañ hag un eil da c'houde gant 300 aberzhed en holl, da lavaret eo 150 marc'heg ha 150 senadourien. Gwenn pennañ an driumvirelourien a oa ar Sened.

Kontrol d'an driumvirelezh kentañ, a oa un emglev kuzh, eo bet embannet en un doare ofisiel gant ul lezenn : lezenn Titia mouezhiet gant ar c'hComitia d'an 13 a viz Du -43. Roet e vez galloudoù dreistordinal d'an driumvirelourien (ar gwir da envel ar vagistrated, da ren al lejionoù...).

Trec'h eo an driumvirelourien war ar republikaned e-kerzh emgann Philippoi e -42. Roet e vez da vMarcus Antonius proviñsoù ar Reter. E 41 ha 40 kent JK eo ken tenn an traoù etre Octavius ha breur Marcus Antonius ma tegasont brezel Perugia a lak Octavius da gemer Galia a-bezh. Neoazh e chom an driumvirelourien kevredidi peogwir n'eo ket bet trec'het Sextus Pompeius, hag a zo e Sikilia, c'hoazh.

Dibenn an emglev

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 37 kent JK e voe kendalc'het gant an driumvirelezh evit pemp bloaz all.

War-lerc'h ma oa bet dilammet Sextus Pompeius ha lakaet Lepidus a-gostez e -36 eo echu gant an emglev e -32 ha den ebet ne fell dezhañ adneveziñ anezhañ.

Edo Antonius o chom en Egipt a oa he rouanez, Kleopatra, lakaet war an tron gant Caesar e-unan, dimezet gantañ. Hounnezh a felle dezhi disteraat Roma ha lakaat Aleksandria Egipt da gêr-benn ar bed kreizdouarel.

En un doare ampart-tre e lavare Octavius e oa difennour Roma a-enep da youl-sevel Kleopatra. Strakal a reas ar brezel etre an daou gevezer e -32. Trec'h e voe Octavius e-kerzh emgann Actium. En em zistrujañ a reas Antonius ha Kleopatra ha staget e voe Egipt ouzh an impalaerezh roman. Pa zistroas Octavius da Roma e voe roet dezhañ an titl a Augustus miret d'an doueed betek-henn ha sakramantet e voe e -27. Evit diskouez e oa echu gant ar brezel e lakaas da brennañ dorioù templ Janus. Aroueziañ a ra ren Augustus (27 kent JK14 goude JK) dibenn ar Republik ha deroù an Impalaeriezh.